Bali Breizh er Menez Are : Kommanna, Plouneour-Menez ha Sant-Kadou/ Commana, Plounéour-Ménez

Skipailh Bali Breizh a grog un droiad a veder sulvezh e Menez Are. Evit kregiñ ganti e vimp e Plouneour-Menez, Sant-Kadoù (Sizun) ha Kommanna. E bourk Plouneour-Menez e fell da Angelina Beauvir delc’her un ostaleri en ur greizenn artizanelezh arzoù. Ur cheñchamant buhez eo e kont da Ch/Goulwena an Henaff peogwir eo bet e-pad 19 vloaz oc’h ober war-dro kelaouennoù bugale Keit Vimp Bev. Adrien Gouez a son gant ar gitar er strollad Horizontal Francis. Istor ar strollad a gont da Thelo Mell e studio « Streat ar skol » e Sant-Kadoù (Sizun). Daou don a sonont deomp. Un arzourez eus bro Velgia eo Maud Anelli. Hec’h oberennoù tatouerezh hag engraverezh he deus diskouezet da Goulwena e Kommanna. Adkavet e vo ur rann nezvez eus an heuliad « Buhez ar sant ». L’équipe de Bali Breizh commence une nouvelle flânerie et vous emmène dans les Monts d’Arrée les quatre prochains dimanches. Angelina Beauvir souhaite ouvrir
Back to Top